Songtexte.com Drucklogo

Fulenn Erc'h Songtext
von h.u.n

Fulenn Erc'h Songtext

Eus an Norzh d'ar Su
'Veaj ar fulenn erc'h
Warlerc'h ar mizioù du
A cheñch tu ha kelc'h

Uhel e plav uvel he dazont
Buan e tav bihan he c'halon
Ar fulenn a furnez

Ha pa vo sonet glaz
An amzer sonnet, sklas
'Vo klevet ur werzenn
Selaouet ar vorenn

Kaer am eus plavañ
Ne welan nemet ar peuznoz
War ma zon brasañ
N'echuin ket e barzh ur voz


Kaer am eus plavañ
Ne welan nemet an douetañs
Kaer am eus plavañ
Ne welan ket an esperañs

Me a c'hoarvez ganin
'Vel gant ur fulenn erc'h
Hag a deuz
Me a c'hoarvez ganin
'Vel gant ur fulenn erc'h
Hag a veuz

Me a c'hoarvez ganin
'Vel gant ur fulenn erc'h
'Nije keuz
Pa erruo ar fin
E chomo war hon lerc'h
Freuz ha reuz

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Fans

»Fulenn Erc'h« gefällt bisher niemandem.