Songtexte.com Drucklogo

Traoñ an dour Songtext
von Annie Ebrel

Traoñ an dour Songtext

Ma c′halon a zo 'vel ar glav yen
Ma c′halon a zo 'vel ar vorenn
Gleb 'vel delioù goude ur barrad dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour


Ennon emañ ivez an hirnezh
O soñjal emañ pell ma c′harantez
Gorrek eo an amzer ′vel red an dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour

Du-hont emañ ma c'harantez
A-rez d′an dremmwel en hec'h enez
N′hellan ket ken gwelout ar c'hastell dour
Ma melkoni a gan en eur chanson amour

Du-hont emañ ma c′harantez
Ha me amañ dindan ar gwez
Hag o tiwall ar saout e Traoñ-an-Dour
Ma Melkoni a gan en eur chanson amour

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Annie Ebrel

Quiz
Welcher Song kommt von Passenger?

Fans

»Traoñ an dour« gefällt bisher niemandem.