Songtexte.com Drucklogo

Ma zi bihan Songtext
von Annie Ebrel

Ma zi bihan Songtext

Hanter kant vloaz zo
Emañ en e sav:
Va zi bihan karet
Va zad en doa tennet ar vein
A doulladoù, a grogadoù,
Eus e zouaroù
(Da ziveiniañ e barkoù)
Ar mein pastur arvelen,
Hag ar mein-benherezh grouan-glas
Ha pa ′voe bet trawalc'h
′Voe klasket artizaned
Soñj 'm eus
Bihanik 'oan c′hoazh,
Met soñj ′m eus
- Daou brenestr hag un nor
O sellet er c'hreisteiz


- Un doenn c′hlas gant daoulagad gwer
Etre an daou siminal:
Un oaled vras hag unan vihan
O tufañ koumoul gris pe moged glas
War-zu an oabl
-Emañ harp ouzh an ti kozh
Eno emañ domani Kubele,
Ma c'hazeg kozh liv d′ar bleuñv-pechez
- Div vogerenn a zo etrezomp
Etre va c'hambrig hag he hini
Ha hi am dihun bep beure
Gant taolioù-pav war ar pavez
- Naon he devez?
Pe hast d′am gwelout?
Pe an eil tra hag egile?
Marteze!...

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Annie Ebrel

Quiz
Wer ist auf der Suche nach seinem Vater?

Fans

»Ma zi bihan« gefällt bisher niemandem.