Songtexte.com Drucklogo

Lellig Songtext
von Annie Ebrel

Lellig Songtext

Lellig, Lellig
E milin an amzer ′peus malet
Pilhoù ho yaouankiz

Me 'oar perak eo Lellig
Toullet ken tost d′an dour
Re verzet gant he Mammig
Enep ur Bed treitour

Arabat deoc'h, va Lellig
C'hoari re dost d′an dour
Rak ar rinier, bihanig
A zo don ha treitour

Arabat eo deoc′h Lellig
Tommañ re beg ho lour
Rak an tan va bugelig
A zo meurbet treitour

Pa 'z ae gant he flouzennig
Da sunañ ar sistr flour
Arabat re! ...va Lellig
Ar sistr dous ′ zo treitour


Arabat eo deoc'h Lellig
Krediñ ar melezour
Ar melezour, va c′hoantig
Zo gaouiad ha treitour

Arabat 'vo deoc′h Lellig
Selaou re komzoù flour
Rak ar baotred, va flac'hig
Zo hedro ha treitour

Arabat eo deoc'h Lellig
Selaou morse lidour
Al lidourien va merc′hig
A zo holl tud treitour

Re disfiz eo deut Lellig
′Keñver ur Bed treitour
Chomet eo hec'h-unanig
Hep pried na karour

Un deiz e varvo Lellig
Hep keuz na takenn dour
Met er Bed all ar paourig
A gavo ur C′harour

Songtext kommentieren

Log dich ein um einen Eintrag zu schreiben.
Schreibe den ersten Kommentar!

Beliebte Songtexte
von Annie Ebrel

Quiz
„Grenade“ ist von welchem Künstler?

Fans

»Lellig« gefällt bisher niemandem.